War Hentoù Kerne   [écouter-selaou]

Titl :
War Hentoù Kerne

Padelezh : 45'00

Gant : Mikael Madeg , kelenner ha daspugner

Sujed :

(LODENN 2)

Lesanvioù a roer d'an dud , hag en em lakaet eo Mikael Madeg da zaspugn anezhe , ar pezh ne oa ket bet graet gant den ebet a-raok , paneve nebeut tre...Abaoe 30 vloaz ez eo tro 17 000 lesano en deus daspugnet , ha meur a levr en deus bet tro da embann : diwar-benn lesanvioù Bro Leon , Bro Dreger , Bro Gwened , Bro Rouzig... betek re Bro Skos.

Lesanvioù eus ar Vro Vigoudenn eo a vo kavet el levr-mañ . Ur 520 lesanv bennak en deus kavet Mikael Madeg , e seiz parrez eus ar vro : ar Gelveneg , Kombrid ( gant Sant-Voran ) , Enez Tudi , Loktudi , Penmarc'h ( gant Sant Wenole , Keriti ha Sant Per ) , Pornaleg ( gant Leskonil ) ha Triagad ( gant Lechiagad ).

Gwir eo pep tra el levr-mañ ! Sed aze c'hoazh peadra da c'hoarziñ pe da vousc'hoarziñ , ha da zeskiñ meur a dra diwar-benn ar Vigouterien hag ar Bigoudenned.

( an tresadennoù a zo bet fardet gant Malo Louarn )

Aozet gant : Laëtitia Fitamant

  Titre :
War Hentoù Kerne

Durée : 45'00

Avec : Mikael Madeg , professeur et collecteur

Sujet :

(SECONDE PARTIE)

Il est courant d'attribuer des surnoms aux gens et Mikael Madeg les collecte depuis maintenant 30 ans , ce qui a très peu ou pas du tout réalisé par d'autres..Il a amassé autour de 17 000 surnoms , et cela lui a fourni l'occasion de publier plus d'un ouvrage : sur les surnoms du Léon , du Trégor , du Vannetais , du bassin de Châteaulin...et même ceux d'Ecosse .

Les surnoms que vous trouverez dans le dernier ouvrage de Mikael Madeg proviennent du Pays Bigouden . Il fait état de quelques 520 surnoms entendus dans sept paroisse de la région : le Guilvinec , Combrit ( avec Sainte-Marine ), l'Ile Tudi , Loctudy , Penmarc'h ( avec Saint Gwenolé , Saint Pierre et Kerity ) , Plobannalec ( avec Lesconil ) et Treffiagat ( avec Léchiagat ).

Tout ce que vous trouverez ici est authentique ! Voici une nouvelle occasion de rire et de sourire , et surtout d'en apprendre davantage sur les Bigoudens et les Bigoudènes .

( les dessins sont de Malo Louarn )

 

Auteur : Laëtitia Fitamant