An divskouarn o nijal  
  Deomp dezhi !  
  Pop skeud  
  Tal ar c'hafe  
  Trouz er gêr  
  Tud eus ar vro  
  'Vimp ket gwerzhet  
  Keleier ar vro  
     
  Rock, blues, reggae...  
     
 
   
Degemer > Abadennoù > A youl vat

ROCK, BLUES, REGGAE, ...
ABADENNOÙ A YOUL VAT

 
Klevet e vez war gwagennoù Radio kerne abadennoù fardet gant tud a youl vat. Arbennig eo re se war tachennoù liesseurt ( ar sonerezh da skouer) hag o deus c’hoant rannañ o gouizigezh gant ar publik. An abadennoù vez enrollet e studioioù Radio Kerne gant sikour unan deus ar skipailh-pad. Stummet vo an dud a youl vat war micherioù ar radio (kas pennadoù-kaoz, kaozeal dirak ur mikro, frammañ ar son…).
Ma ‘peus c’hoant kemer perzh war gwagennoù Radio kerne, deuit en darempred ganteomp.

KOTONS E BARZH AN DISKOUARN Podcast

Bep pemzekteiz e kinnig deomp Samuel Autret, Jean-Christophe Boissy et Arnaud Meheut mont da veajiñ war hentoù ar sonerezh Blues. Deus ar gwrizioù beteg ar c’hrouidigezh a vremañ, deus an New Orleans beteg Bro Vigouden, an holl Bluesioù disheñvel a zo e "Kotons e-barzh an diskouarn". Penaos e vez lâret “"I got the Blues Baby" e brezhoneg?A-drugarez d’an abadenn–mañ eo perzh Radio Kerne deus “strollegezh broadell ar radioioù Blues".

Skignet d’ar gwener da 7e noz, adskignet d’ar meurzh warlerc’h da 9 e noz.

UR WEZH E OA E JAMAIKA Podcast

Sot eo Nikolaz Maligorn gant ar sonerezh ivez. Met an taol-mañ n’eo ket Blues pe Rock a vo selaouet barzh an abadenn "ur wezh e oa e Jamaika". Sellit ouzh an titl, ne lâr netra deoc’h? Ya, evel Just! Early Reggae, Ska, Rock Steady ha dreist-holl Reggae Roots a vezomp lakaet da zizoloiñ pe addizoloiñ bep sizhun gant ur paotr entanet hag arbennig war ar sujed. Gant “Ur wezh e oa” eo roots hor radio muiañ karet!

Skignet d’ar gwener da 7e noz, adskignet d’ar meurzh warlerc’h da 9 e noz.

DEUIT TRE AN TI Podcast

Abadenn viziek Ti Ar Vro Kemper. Abadennoù tro d’an daol, plijus ha lusket gant skipailh Ti Ar Vro. Bep miz e roiont deomp da c’hoût eus obererezhioù ar c’hevredigezhioù ezel deus o c’henrouedad. Lakaat war well pinvidigezhioù bro Gerne. Reiñ a reont ar gomz alies d’an emglevioù Bro all (Startijenn Bro Vigouden, Tud Bro Konk hag Emglev Bro Douarnenez).

Skignet eo an abadenn div wezh pad ar week end da 7e noz d’ar sadorn ha da 11e d’ar sul. Adskignet ar meurzh warlerc’h da 7e noz.

IMRAMOÙ WAR SON HA WAR GAN Podcast

Ur veaj e bed ar sonerezh hengounel en Iwerzhon.

Un abadenn evit mont gant hentoù ha gwrizioù lieston ha liesliv sevenadur ar bobl, bet
kaset a rumm da rumm a-dreuz broioù hag amzer, ken bev-birvidik hiziv-an-deiz ha
biskoazh!
Fáilte romhaibh!, degemer mat en imramoù tramor eta, etre mouezhioù an dud ha son
ar fiddle, hini ar binioù-ilin / uilleann-pipes, ar c'hoñsertina, ar fleüt ha kement 'zo, etre
saozneg hag iwerzhoneg, etre kan, muzik ha dañs, bep miz war gwagennoù Radio Kerne.

MOD-SE 'MA HA 'MA KET MOD ALL Podcast

Un eurvezh miks tekno kinniget deoc'h gant djed gwelañ ar bed! Emaint o tont espres kaer evidoc'h selaouerien, eus ar sound system 716 lec'hiet e bro Gerne. 716: E penn kentañ ur strollad mignoned eus Kastell nevez ar Faou ha eus Kemper boaz da gas anezhi bep dibenn sizhun e festoù tekno digoust: "free-parties". Poen bennak o deus divizet prenañ dafar son hag aozan o nozvezhioù dezho.

E 2007, arru skuizh na vefe ket anavezet o arz, war bouez gant ur publik "tekno", e tisidont sevel ur gevredigezh: "C'est ainsi" a zo ganet. Pal ar gevredigezh se zo brudañ ha kas war raok an arzoù elektronek. E-barzh ar skipailh e kaver tud gant skiantoù prenet liesseurt: Dj'ed, teknisianed ar son, Vj'ed, klinkerien gouelioù...).

Setu 716, tud yaouank mennet, brokus ha sot dreist holl gant ar Muzik gant un M bras.

     
     
     
     
  Playlist
Selaouit war-eeun
Dielloù
Podcastoù
 
     
     
 

Piv omp-ni?
Ar skipailh
Ar gevredigezh
Skoazellourien
Liammoù

 
 
  Lec'hienn savet gant sikour Antourtan.org
 
     
 
Degemer // Krec'h // Pajenn a-raok // Liammoù // Skrivit dimp
Radio Kerne Ti an Dourigoù 57 straed Laenneg 29710 Ploneiz // 02 98 91 05 00
© www.radiokerne.com • 2005-2011
Pep gwir miret strizh Menegoù hervez lezenn
       
 
Bruderezh